Mont d’an endalc’had

Brezel Laponia

Eus Wikipedia
Brezel Laponia
brezel
Rann eusEil Brezel-bed Kemmañ
StadFinland Kemmañ
Lec'hLappi Kemmañ
Deiziad kregiñ15 Gwe 1944 Kemmañ
Deiziad echuiñ25 Ebr 1945 Kemmañ
Soudarded finnat e brezel Laponia.
Soudarded finnat, trec'h e Laponia, o sevel banniel o bro war harzoù Norge.

Brezel Laponia (Finneg: Lapin sota) a reer eus ar brezel a c'hoarvezas etre Finland hag an Trede Reich e proviñs norshañ Finland, Laponia, etre miz Gwengolo 1944 ha miz Ebrel 1945 pa glaske Hitler teurel e grabanoù war mengleuzioù nikel Petsamo.

Sellet e vez outañ gant ar Finniz evel ur brezel diforc'h evel ar brezel kendalc'h, e-skoaz an Alamaned a sell outañ evel ul lodenn eus an Eil Brezel-bed. Rediet e oa arme Finland da zivodañ e soudarded, abalamour da zivizoù an arsav-brezel sinet gant URSS, e-keit ha ma oa o vrezeliñ da rediañ an Alamaned da guitaat ar vro. Kilañ a reas an arme alaman betek Norge. ha Finland a zeuas a-benn da zoujañ ouzh divizoù skrid-emglev Moskov, daoust ma chome atav e brezel gant an div Stad vras kevredet a oa an Unvaniezh soviedel hag ar Rouantelezh-Unanet, betek ar mare ma oa peurwiriekaet ar peoc'h gant skrid-emglevioù peoc'h Pariz e 1947.

Aboae miz Even 1941 e oa Bro-Alamagn ha Finland o vrezeliñ a-enep an URSS, ha kenlabouret o doa e-doug ar brezel kendalc'h. Kerkent hag an hañv 1943 e krogas pennadurezhioù an arme alaman da ober o fourchasoù betek-gouzout e sinfe Finland ar peoc'h diouzh he zu gant an URSS. An Alamaned a oa e soñj lakaat o soudarded da gilañ etrezek an norzh abalamour da wareziñ ar mengleuzioù nikel e-kichen Petsamo.

E-doug goañvezh 1943–1944 e wellaas an Alamaned an hentoù a zeue eus norzh Norge betek norzh Finland oc'h implijout labour prizonidi brezel. Niverus e voe kolloù ar brizonidi, abalamour ma oa bet prizoniet ur bern anezhe e broioù kreisteiz Europa ha ma oant atav e lifreoù hañv peurgetket. Ouzhpenn-se o doa dastumet an Alamanted pourvezioù ha savet linennoù difenn er vro. Prest e oant eta e miz Gwengolo 1944, pa sinas Finland arsav-brezel Moskov gant an Unvaniezh soviedel.

E-keit ha ma oa adaozet an nerzhioù alaman da gilañ trema an norzh e oa lakaet minoù gant ar morlu alaman tost da aodoù Finland ha klask a reas ivez kemer Enez Gogland da-geñver taol Tanne Ost. Prizoniet e oa moraerien eus Finland a oa er porzhioù dalc'het gant an Alamaned, betek e Norvegia, hag al listri-spluj alaman a c'houeledas meur a lestr sivil eus Finland.

Goulenn a reas ar Sovieted e vefe argaset ar soudarded alaman eus Finland. Rediet e oa ar Finniz eta da stourm da zieubiñ o douaroù diouzh nerzhioù an Alamaned. Diaes e oa kefridi arme Finland rak goulennet e oa bet ivez gant ar Sovieted e vije divodet hec'h arme d'ar memes mare, daoust ma oa o ren ur brezel a-enep Bro-Alamagn. Karget e oa ar jeneral Hjalmar Siilasvuo, trec'her Suomussalmi da ren ar Finniz a-enep an Alamanted a oa renet gant ar jeneral Lothar Rendulic.

Embregadennoù an diskar-amzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar c'hentañ sizhunvezhioù ma oa an Alamaned o kilañ hag ar Finniz o vont war-raok e veze aozet fiñvoù ar soudarded gant pennadurezhioù an div arme a-gevret, pezh a oa kuzhet ouzh ar Sovieted. Kilañ a rae an Alamaned hervez un implij-amzer savet a-gevret, hag ar Finniz a argade hag a zeve fozioù-difenn goullo. Goude div sizhun avat en em rentas kont ar Sovieted e oant bet touellet ha goulenn a rejont groñs gant ar Finniz ren argadennoù diouzhtu a-enep arme an Trede Reich.

Aloubadeg Tornio

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kreskiñ a reas an emgannoù pa glaskas ar Finniz dre ar mor e-kichen Tornio d'ar 1añ a viz Here 1944 war an harzoù gant Sveden. Padout a reas an emgannoù taer e-pad ur sizhun ha rediet e oa an Alamanted daa gilañ.

Da-heul aloubadeg Tornio e oa kemeret war-dro 100 prizoniad alaman. En ur striv da zieubañ anezhe e kemmennas Rendulic e vefe kemeret siviled eus Finland da ouestlidi. Adalek ar c'hentañ a viz Here 1944 e oa bac'het 132 den e kêr Kemi ha 130 e Rovaniemi, 24 maouez en o zouez. Kas a reas ar jeneral Rendulic Mathias Kräutler da QG ar Finniz e Tornio, da reiñ ul lizher d'al letanant-koronal Wolf Halsti. Goulenn a reas ma vefe dieubet ar brizonidi alaman pe e vefe fuzuilhet ar ouestlidi ha devet ar vilin a oa eno.

Halsti a gasas ar gemennadenn d'ar Letenant-jeneral Hjalmar Siilasvuo, komandant III Arme Finland, a nac'has marc'hata gant an Alamanted. Halsti a roas ar respont, hag a lavaras ouzhpenn e kemmennfe e-unan e vefe fuzuilhet holl ar brizonidi alaman e dalc'h e soudarded, gant holl implijjidi ha klañvourien alaman an ospital brezel alaman e Tornio, betek-gouzout e c'hoarvezfe an disterañ tra d'ar ouestlidi sivil pe d'ar vilin.

Dilezet e voe neuze o gourdrouzoù gant an Alamaned, ha dieubet e voe ar ouestlidi dibistig d'an 11 a viz Here, e-kichen Rovaniemi. E-pad an dek devezh-se e oa heuliet a-dost an darvoud gant kazetennoù Finland, ar pezh a troas emzalc'h ar Finniz a-enep o c'hevredidi alaman kent. Kreskiñ a reas an enebiezh ouzh an Alamaned abalamour da urzhioù Rendulic da seveniñ taktik an douar-losket, hag abalamour ma oa devet ar pep brasañ eus ar c'hêriadennoù ha distrujet an danframmoù sivil.

Kilañ a ra an Alamaned betek Norvegia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lezet o deus an Alamanted ur pannel gant komzoù c'hwerv e Muonio : "d'ho trugarekaat da nompas diskouez o breudeuriezh en armoù".

Siilasvuo a heulie an Alamaned hag a stourme da zifenn o c'hiladenn etrezek Norvegia. Lezet e oa nerzhioù alaman gant kirri war-lerc'h an nerzhioù pennañ d'o gwareziñ ha da zaleañ ar Finniz a-drugarez d'un nerzh tennañ bras. Pa zegouezhe ar Finniz e klaskent tremen hebiou d'al lec'hioù difenn alaman dre ar c'hoadoù hag an douaroù gouez. Kilañ a rae neuze an Alamanted en ur zistrujañ ar pontoù betek al lec'h difenn nevez o doa prientet en a-raok.

Kaset e oa ar pep brasañ eus poblañs Laponia, 168 000 den en holl, da Sveden ha da Su Finland, war-bouez annezidi korniad Tornio. Kaset e oa skarzherezh ar siviled da benn en ur striv a-berzh pennadurezhioù ar vro ha re an arme alaman a-raok ma krogfe an emgannoù[1]. Kantadoù maouezed hag a oa bet tutaet gant an arme alaman pe a laboure evit an arme alaman a yeas kuit gante, gant tonkadurioù a bep seurt[2].

Dilerc'hioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-doug o c'hiladenn e wastas an arme alaman, dindan ar jeneral Lothar Rendulic, lodennoù bras eus norzh Finland abalamour da daktik an douar losket. Abalamour da se e oa distrujet war-dro 40–47% eus an annezioù er vro, ha kêr-benn proviñs Rovaniemi a oa devet a-rez an douar, evel kêriadennoù Savukoski hag Enontekiö. An div drederenn eus ar savadurioù eus kêriadennoù Sodankylä, Muonio, Kolari, Salla ha Pello a oa dispennet, 675 pont a oa lakaet da darzhañ, minet e oa holl an hentoù pennañ, ha 3 700 km linennoù pellgomz a oa distrujet.

Ouzhpenn ar c'holloù-se, istimet e-tro 300 million dollar amerikan e 1945 (da lâret eo 3,66 miliard a zollarioù e 2011), war-dro 100 000 annezad a oa kaset er-maez eus o zier, ar pezh a vrasae kudenn adsavadur ar vro goude ar brezel. Goude ar brezel e oa kondaonet Rendulic evit torfedoù brezel, da 20 vloaz prizon, daoust ma oa dilezet ar c'hargoù diwar-benn gwastadur Laponia. Dieubet e oa goude 6 vloaz.

Argaset e oa ar soudarded alaman diwezhañ e miz Ebrel 1945. D'ar mare-se, abalamour da c'houlennoù groñs ar Sovieted da zivodañ arme Finland, e chome war-dro 600 soudard eus Finland, tutaet a-nevez evit an darn vrasañ, da dalañ oute. Abalamour da se ez eo anavet eil hanterenn brezel Laponia e Finland evel kroaziadeg ar vugale.

Bihan a-walc'h e oa ar c'holloù eus ar brezel : 774 soudard a oa lazhet en emgannoù, 262 a oa dianadet ha war-dro 3000 den a oa gloazet diouzh tu Finland, ha 1 200 soudard alaman a oa lazhet ha war-dro 2000 a oa gloazet. 1 300 soudard alaman a zeuas da vezañ prizonidi brezel, hag a oa fiziet en URSS hervez divizoù an arsav-brezel sinet gant ar Sovieted[3]. Ar minoù alaman a zalc'has da skeiñ ar siviled e-pad degadoù goude ar brezel ha tost 100 den a oa lazhet ouzh o zennañ.

  1. Finnish National Broadcasting Company YLE: Evacuation of Lapland Retrieved 22-2-2007. Real Audio Clip. (fi)
  2. Finnish National Broadcasting Company YLE: Naiset saksalaisten matkassa WWW-page and linked Real Audio clip. Retrieved 22-2-2007 (fi); Finnish National Broadcasting Company YLE: Paluu miinavaaraan. WWW-page and linked Real Audio clip. Retrieved 22-2-2007 (fi); Finnish National Broadcasting Company YLE: Jälleenrakennus WWW-page and linked Real Audio clip. Retrieved 22-2-2007 (fi)
  3. Lapland War Retrieved 2-22-2007

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.